Diarmuid Johnson: Music - Literature - Art
  • Home
    • The Ebb Tide Reel
  • Tara Trilogy
    • The Tara Books
    • Éadaoin
    • Tuatha Dé Danann ar RTÉ
  • Ceallach
    • Schuman agus Columbanus
  • Conamara agus Tíortha Eile
    • Seacht dTír Seacht dTeanga
  • Pen and Plough
    • Y Gwyddel
    • Tro ar Fyd
    • Books Translated
  • A World of Poetry
    • Books of Poetry
    • Lá Bealtaine
    • Another Language
    • The Arados Society
  • Sáile
  • Gallery
    • Canu'r Ddaear
    • The Crooked Road
    • The Hills above Drumquin
    • Fire and Shadow
    • An Dá Anam
    • Rhos-y-Gilwen

Breizh - Abisko

Picture

Er bloavezh 1991 meus graet anaoudegezh gant plac'h he zelenn Violaine Mayor eus an Ardèche. Pedet oamp bet da son er C'hastell Nevez di Sul ar Pask 1992. Goude an abadenn-se meump tremenet ur sizhunvezh en departamant Les Hautes Alpes. E-kerzh an amzer-se zo bet enrollet ur bladenn ganomp añviet 'Samhradh' pezh a dalv 'an hañv' en Iwerzhoneg. Pedet zo bet musikanerien all da  binvidikaat ar bladenn: Jean-Claude Condi, nickel-harpa; Fabienne Ringenbach, violoncelle; Keyvan Chemirani, zarb, daf. Roet zo bet an anv 'Abisko' da'r strollad. Abisko zo ur park broadel en hanternoz Bro Suède. An hanter eus an tonioù war ar bladenn teu eus broio pell an hanternoz, hag an hanter all eus ar broioù keltiek. 

Silaouet ur polka eus Bro Suède

Swedish Polka

Breizh - Dibenn

Picture

Er bloavezh 1992 meus skrivet ar ganaouenn Nerzh Kuzhet. Enrollet eo bet gant ar strollad Dibenn, kanet gant Annie Ebrel eus Lohuec. En amzer-se moa prenet un ti un tamm daou gilometre eus ti tud Annie. Alies e tigouezhe din an tad petramant an tad kozh o kas ar saout d'ar park.  Ur wech oan o vont gant an hent gant an auto. Ha nem arretet moa ba’r c’hroazhent . Pell zo moa ket torret ma blew da 'r c’houlz -se. Jean Ebrel a selle ouzhin, un aer goapaer dezhaň. ‘Gwel a ran eo marw ar perrukenner,’ neus laret. Diwar komzoù a seurt-se hag e oa ur nerzh kuzhet bennakit barzh enne meus gallet skriv ar ganaouenn. An ton zo bet savet gant  An Aotro Normal 0 ù Bovelo, ur sapré sonneur hag ur jazzman brudet. 

Silaouet Nerzh Kuzhet.

Nerzh Kuzhet